Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

chomaj. Bean a zo hag ac’h ê ar c’hourenez-ze evite enezen Avalon. Sevel a reas Josef enni eur chapelig gant barro haleg kroazet an eil a-dreuz d’egile. D’ar Werc’hez e oe gwestlet ha Jezus e-unan a deurveas he dedian. Er lec’h-se e weler breman kêr Glastonbury, e-kichen gwazien vor ar Severn, en Bro-Gornwal.

Ni, gant hon spered douget da varn ha da bouezan piz pep tra, na gemeromp ket se penn da benn evel eun dra wir. Mes hon zado koz a blije d’ê kridi e oa tremenet an treo evelse. Hag ar greden-ze a chomas beo pell pell en o zouez, penegwir, wardro an 12et hag an 13et kantved e oa ledet dre oll, n’ê ket hepken en Breiz-Veur, hag en Breiz-Vihan, mes en Bro-C’hall zoken, istor ar Graal-Zantel. Rak a gir-ze a deu gantan ar besel zakr an nevoa digaset gantant Josef Arimati. Kontan a rêd e oa bet kuzet ar besel-ze en eur lec’h amwel, eur palez spirituel, ha ne c’halle bean kavet nemet gant eur marc’heg glan ha gwerc’h. Ac’hane an oll gontadenno rimet a zo bet savet wardro an drizekvet kantved en Kymry, enne marc’heien evel Perseval ha Lanselot, o fouettan bro ’n eur glask ar Graal-Zantel.

Kement-man diwarbenn sant Josef Arimati hag ar veaj a rêd d’ean gwejall ober en Breiz evit kas di an Aviel. Hep pouezan pelloc’h war ar sort laraden, heuilhomp hepken an istor dre skrid ha yennomp en hon spered e oa kristen Breiz a-bez a benn ar blâ 410, pac’h eas armeo Rom war o c’hiz ; ya, a-bez, nemet tu an hanter-noz, bro ar Skosed hag ar Bikted. Ha c’hoaz ? ha c’hoaz ? Ar bla-se pe wardro e oa digemeret gant ar re anê a veve an tostan d’ar Vretoned o misioner kentan, sant Ninian.