Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

Bepret eo e welomp en Breiz tri eskob, da vihanan, adalek ar bla 314, ’pez a ziskoe he devoa klevet, pell arôk, mouez ar visionerien. Ha kement-se n’ê ket souezus. Meur a gristen en em gave e-touez ar Romaned. Eur gristenez zoken e oa Pomponia Groekina, gwreg ar prokonsul Plautius, a gommandas eur pennad en Breiz armeo Rom. Eur gristenez ive Claudia, eur gristenez ganet en Breiz, hag a oa dimeet d’ar senedour Pudens. En em bleustri eta a rê ar gristenien hag ar Vretoned.

Piou avat a hadas da gentan en Breiz greun an Aviel ? N’ê ket êzet hen laret. Komz a rêr eus sant Alban, eus sant Aaron hag eus sant Julius a Gaerleon  : mes n’ouzer, da zur, nemet nebeut a dra diwar o fenn.

Mar n’ê ket an istor dre skrid, an hini a ziskleri ar gwellan ar wirione, evit laret d’imp penôs ha pegoulz da just e teuas Breiz d’anaveout ar fe gristen, e c’hellomp mont da gât ive an istor dre gomz. Laradenno hepken he deus da gontan d’imp, livet m’eo bet ganti ar wirione. Mes dindan al livaj-se e ve alies treo ha na vent ket bet invantet a bez.

Kontan a rêr ec’h ê Josef Arimati, unan eus an daou zen a zoare a zebelias hon Zalver, abostol kentan Breiz-Veur. Ha setu aman penôs. Ret d’ean tec’hel rak ar Judevien, a wallgase diskibled Jezus, ec’h eas ’trezek ar mor, kemeret gantan ar besel zakr a zervijas d’hon Zalver en e goan diwean. Laket an nevoa zoken ennan eun nebeut takenno eus ar gwad a skuilhas Jezus war groaz : eun tensor talvoudus, mar zo.

Eur pennad amzer goude e tiskenne Jozef war douar en tu ar c’huz-heol eus enezen Breiz, ha gantan daouzek diskibl. Eur lec’hig didud ha dour-mor endro d’ean pe gazi, a gemeras evit e