Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

c’hwec’h heur eus ar beure a rofe da c’hoût e vo bec’h ha reuz enne emberr. Pac’h eomp war droad (rak, dre m’eo sul, ne gerzo ket hon « zube » ac’han da nav heur) pac’h eomp war droad d’ar gatedral, ne gavomp den ebet war hon hent. Ha koulskoude eman an heol o sevel, hanval ouz eur voul ru tan, etre palez ar Parlamant ha chapel Westminster.

Ar gatedral, memes tra, a zihun hep dale an diabarz anei. Laret ganimp hon oferen, e savomp enni, evel d’an ordinal, evit ober hon fedenno a drugare, hag e kavomp enni eun toullad brao a dud, deut evit klevet eun oferen hag evit komunian. Diouz o êr e welomp ec’h ê beo-bueek o fe hag ec’h ê kempennet kaer o c’halon evit digemer o Mestr hag o Roue : ouz o gwelet e kresk hon devosion.

Ar gatedral hi hec’h-unan he deus kemeret eur gwiskamant kaer aboe dec’h d’an noz, eur gwiskamant hag a doug anean evit ar wej kentan. Ar gwaridello a ra an dro d’an neven a zo fichet enne bleuio a bep sort liw : eur blijadur sellet oute — ya, mar ne oar an nen perak emaint aze elec’h bean e lec’h all. Hed a hed gant ar ruio dre ma tlee ar Zakramant tremen, e oa d’ê da vean bet laket, pe e giz had war ar pave, pe e giz bokedo ouz an tier. Ar bleuio-man eo a zo deut a vagoniado eus Frans. Gwir ê e vije bet kavet en Londrez peadra da gempen an tier hag an hent : adalek dec’h e oad krog da stagan ouz ar mogerio pezio koton pe voulous ru, plego mistr enne ha warne rozenno spilhennet ha girienno skrivet en aour evit enori Jezus-Hosti ; garlantezenno ive a weled e meur a lec’h o vont eus an eil tu d’ar ru da gât an tu-all. Pegen kaer eta e vije bet hent ar prozision, ma vije bet deut, war ar marc’had, bleuio Frans d’hen kaeraat ! Mes siouaz ! aboe dec’h d’abarde,