Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

Emichans an oll a lavar ya, ha neuze ar C’hardinal a bed anê da dostaat alies ouz an dôl-zakr, d’en em garout an eil egile, da garout o breudeur dianket, ha da bidi, pep hini eus e wellan, ar Pastor mat evit ma sacho ’nê davetan, da laret ê evit ne vo nemet eur bagad hag eur pastor. (Strakadeg).

An Otro ’n Archeskob Glasgow a gomzas goude eus an dud a labour, a oa kement anê an nozvez-se en Albert-Hall. « Bras eo o galloud hirie, emean ha war vrasaat ec’h a : mes ne fell ket d’ê ankouaat o deus ive deverio. En eur gir, bezent kristenien vat hag e chomfont war an hent eün. E skol Jezus e tiskfont pis petra o deus d’ober. Ha gallout a reont hen pleustri ha bean kenteliet gantan, n’ê ket hepken ’n eur lenn ar Skritur Zakr, mes ive, mes dreist-oll, ’n eur digemer anean en o c’halon dre ar gomunion : digant Jezus Eukaristek o devo, n’ê ket hepken ar sklerijen, mes an nerz o deus ezom evit ober o dever. » (Strakadeg).

Arru ê unek heur : dre gantik ar Pab ec’h achuer ar vodaden ha pep hini war e du.


§ XXV. — AR GATEDRAL HAG AR RUIO KEMPENNET GANT BLEUIO FRANS. — AN OFEREN BRED GANT PREZEGEN AR C’HARDINAL GIBBONS, ARC’HESKOB BALTIMOR, HA GANT KAN PALESTRINEL.


D’ar zul, an 13et a Wengolo.

Hirie eman an de bras, an de eman Londreziz o c’hedal ’pell zo, de ar prozision. Goût ouzer breman nan ei ket ar Zakramant er-mez : n’eus fors, eur gerzadeg tud a Iliz a vo, ha tud a deuio a leiz evit he gwelet.

N’ê ket koulskoude ar pez a weler er ruio da