Muioc’h so : hirie c’hoaz e zo rummo Katoliked hag o deus lido d’ê o-unan evit ofernian, bet roet otre d’ê d’o heuilh gant an Iliz Roman. En o zouez, ar C’hresianed, ar Slaved, ar Varonited. Gallout a reont zoken implian o yez evit-se elec’h al latin.
Ken gwir ê ze ken e c’hellin, adalek arc’hoaz, hag en Londrez, heuilh, mar karan, eun oferen c’hresian.
Koulz ê d’in komz diouti raktal, hep daleï da laret e zo bet gouspero ha salud en iliz-veur goude bodaden Kaxton-Hall, hag e zo bet en Albert-Hall, goude koan, eur vodaden vras evit rei tu da 16.000 den da zaludi, ’n eur dremen dirake, kannad an Tad Santel hag an eskibien.
D’ar zadorn, an 12et a viz gwengolo.
Bremazonn, ’n eur gomz eus an oferen c’hresian a dleer hirie kanan er gatedral, e laren « mar karan he c’hlevet. » Mes ne « garan » ket. O vean m’am eus klevet unan evelti en Jeruzalem, ec’h eo gwell ganin implian a-hend-all ma amzer ; lenn eun draïg bennak er gazetenno diwarbenn hon gouelio ha skrivan eun nebeudig. Neb a fellfe d’ean gouzout penôs e lider eun oferen c’hresian hen kavo merket en Ma beaj Jeruzalem.
Mes perak, a c’hellfec’h-hu goulen diganin, perak kanan eun oferen c’hresian en eur gêr ha n’eus ket marteze enni, daoust d’ei da vean bras iskis, eur c’hatolik gresian ? En Pariz, c’hoaz, ne laran ket, penegwir e zo eno eun iliz c’hresian katolik,
hini sant Julian ar Paour, He ferson zoken
6.