n’he devoa ket c’hoaz, evel m’he deus hirie, an hano a Vreiz-Vihan. Iverzon a oa hanvet Hiberni gant ar Romaned.
Ar Romaned-se, a oa dija kement a boblo en o domani, a fellas d’ê ive lakat o c’hraban war broio ar Gelted.
Hini ar C’halloed a skrapjont da gentan : hanter-kant vlâ arôk donedigez hon Zalver e welomp anê o kemer troad dre oll enni, betek en gourenez Arvor. Ha dre-oll, ar gwasan ’zo, e vougent ar spered keltiek. Yez ar vro zoken na harz ket oute : trec’het ê gant al latin, o yez i : al latin-ze a gemero, pa vo bet drailhet ha dislivet, an hano a c’halleg.
Kant vlâ goude, da laret ê, hanter-kant vlâ goude donedigez Jezus-Krist, eman ive ar Romaned en Breiz, hag int doujet hep dale gant an oll. Esaat a ra ar Vretoned stourm oute : mes, dre ma n’int ket a grenn evit en em glevet, e plegont abret. Mirout a reont koulskoude spered o gouenn, yez ha gizio : abalamour ma oant kaletoc’h a benn evit Kelted Bro-C’hall, ne roent ket kement a grog d’ar spered latin.
Kelted Iverzon, avat, na weljont gwej ebet ar Romaned en o bro. Kaeroc’h so : int eo ac’h eas d’o heskinan en o enezen Breiz. Eul loden anê, Skosiz o hano, a dreuzas ar mor hag ac’h eas da chom er c’hourenez a ra evel eul lost da enez Vreiz war du an hanter-noz. Kaledoni eo an hano a roe ar Romaned d’ar chorn douar-ze. Mes aboe ma oe bet kemeret gant Skosiz, e tougas an hano a Vro-Skos. N’ankouaomp ket ec’h ê Gaeled Skosiz, penegwir e teuont eus Iverzon, hag ec’h int dre-ze breudeur a ouenn hag a yez da Iverzoniz.
Eus o bro neve, eur vro dosennek elec’h ma oa