Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

êzet d’ê en em difenn, e tiredent alies war al loden eus Breiz a oa an dostan d’ê hag e skrapent diouti ar muian ma c’hallent a vado. Bean oa lejiono d’o argas. Mes ar Skosed, pa vije poent, a ouie kemer an tec’h hag en em denn en o meneio : ac’hane zoken e rênt gwap ouz ar Romaned. Petra a reas ar re-man ’benn ar fin, nemet sevel diou bikol moger, an hini diwean war vord Bro Skos. Deus homan e chom c’hoaz meur a damm hag a ziskoe ec’h ê ganti an enezen a-dreuz, eus eur mor d’ar mor all : ugent troatad a uhelder he devoa ha pevar-warn-ugent a ledander.


Mad a reas al lejiono he sevel, rak an enebourien ac’h ê war grenvaat. Eur rum Gaeled all, Pikted o hano, a oa deut da rei skoazel d’ar Skosed.

Koulskoude e oa mat awalc’h ar bed gant ar Romaned, gwaskedet ma oant gant an diw voger. Dre-ze ive ar Vretoned a difennent a veve dinec’h, hag ahendall n’o devoa ket re d’en em glemm eus mistri o bro.

Mes setu a greiz oll al lejiono galvet, er bla 410, da zistrei war o c’hiz betek Bro-Chall, laret d’ê kimiadi da vat diouz ar Vretoned. Gwaz a ze evit ar re man, evel m’hen gwelfomp diweatoc’h. In n’hen ouzont ket c’hoaz.



§ III. — PENOS Ê BET KRISTENET KELTED BREIZ-VEUR HA RE IVERZON


Ar pez avat a oar Breiziz, ec’h ê ma tleont d’ar Romaned o fe gristen. Ha meur a bobl all a dle d’ê kement-all. An Otro Doue, ’n eur lezel anê da lakat dindan o domani ar-bed a bez, koulz laret, ha da ziski d’ean komz latin, a zeblante bean digoret an hent da brezegerien an Aviel.