Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

a zo ennon o vean deut da Londrez. Trugare d’ac’h d’am bean digemeret gant kement a galon : laret a rin d’an Tad Santel penôs ec’h on bet digemeret ganac’h ha pegen frank am eus kavet digor ho kalono. Ar greden am eus e talveo ar C’hendalc’h Eukaristik d’ar Zôzon da garout muioc’h an Otro Doue. »

Hag e mez ar gar, ha ’trezek an arc’heskopti, a-dreuz da ruio a glever enne tud a bep sort bro, a bep sort relijion o huchal war eun dro : « Hip ! hip ! hourrah ! Eminans ! Eminans ! Ra viro Doue ar Pab ! »


§ II. — DIGEMER GRÊT D’AR C’HANNADOUR ER GATEDRAL. — DIGOR AR C’HENDALC’H


An de warlerc’h d’an noz, da eiz heur just, e tigor ar C’hendalc’h. ’Benn neuze, achuet ganimp hon baleaden dre Londrez ha debret hon c’hoan, hon deus kemeret hon flaso e-barz ar gatedral. N’int ket avat plaso eus ar re wellan, ha c’hoaz ec’h ê ret d’imp chom en hon zav : kement a dud a zo kouchet dre-oll, e traou hag e krec’h, er c’hreiz hag er c’hosteo ! N’eus fors : bean hon deus daoulagad ha diouskouarn, ha dre-ze hon devo hon lod eus ar pardon. Ya, eur gwir bardon, ma roer an hano-ze d’al lido kaeran a ve grêt en eun iliz epad ar bla.

Setu e tisken eus ar c’heur bras, ’n vont trezek an nor dal, eur regennad kardinaled (6 anê), eskibien (60 anê), abaded (15 anê) ha vikeled vras (50 anê) : penn arôk an otro Bourne, arc’heskob Westminster. Emaint o vont da benn hent d’an ôtro Vannutelli, kannadour ar Pab. Kenkent e klevomp en diavêz evel kri-fors ha, ’us da vouezio an dud,