Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

mouez skiltr kleronio o tispakan ar zoniri a rêr anei « aux champs ! » Eur zoniri a enor eo homan, ha dre-ze, mar hoper gant kement a nerz, ec’h eo ive evit enori unan bennak. Setu ar pez a zonjemp ha ze a oa gwir, Ar c’hardinal kannadour a oa neuze o tisken eus e wetur, an dud evit hen saludi a loske « hip ! hip! hourrah ! » ha muzikerien eur « boys’ brigade » (lennet briged) a c’hwee en o zrompilho. Ar gir boys a zinifi pôtred yaouank flamm ha dre-ze ar vrigaden-man nan eus enni na kanonierien nag archerien. Eur boys brigade a zo memes tra evel eur patronaj pôtred yaouank, nemet ec’h ê startoc’h an ere etre ar re a zo enni, ha ma tougont, p’o deus d’en em ziskoe war eun dro dre ar ruio, eur gwiskamant soudard : ’vel soudarded ive e kerzont hag ec’h int komandet, ha bean o deve a-wejo eur muzik memes tra evel eur rejimant.

Setu perak hon deus klevet eur zoniri a enor bremazonn pa digouee an ôtro Vannutelli ouz dor-dal an iliz.

Mes breman eo en diabarz e son an treo. Dalek m’eo bet roet an dour binniget d’ar c’hannadour, e sav mouez ar ganerien ha hini an ogro, hag e teu tud ar prozision war o c’hiz, Na pebez dudi eo o gwelet, dreist-oll ar gardinaled ! Ar re-man o deus war o chouk o c’happa magna, da laret eo eur vantel zei ru-tan, mes eur vantel ken hir ma renk eur c’hloareg kregi en he lost evit sikour he dougen. Ar c’hannadour a deu an diwean hag hen dindan eun dê. Binnigan a ra ’n eur dremen, ha, dre mac’h a war rôk, e pleg ar penno an daou du d’ean, betek penno an duk a Norfolk, an amiral Walterkerr, lord Ripon, eur ministr bet gwejall eil roue an Indrez, ar c’holonel Edmund Talbot, hag all. Ke-