Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

Da c’hortoz koan, e peureünomp pep tra en hon zeier hag en hon c’houfro ha, goude koan, evit didui anomp, e zo eun diskoue taulenno skeudek diwar-benn kærio ar Sisil.

Goude ar zalud, ec’h on o tanzen mont da glask ma loch, pa digoue d’in gwelet eun dra fentuz.

Aboue an abarde, eo bet distaget bagik ar c’hommandant euz ar c’hrog a oa en-pign outan hag izelaet da vean a-rez gant ar pont : evel-se e vo prest da gemer ar mor arc’hoaz ar beure, beure mad. Na n’euz breman nemet eur c’haolad d’ober hag e ver enni. Ac’hanta ! unan euz ar belerined n’hell ket harz da lampat ebarz goude ar pedenno. Eman en sell, marvad, da gousket eno ’vel en eur c’havel, Mes eun ofiser da deul ple d’ean : « Hop, ma den mad, e-mæz, mar plich, e-mæz ! » Finvaden e-bed ! Eun tamm hij græt d’ean a deu a-benn d’hen dihuni ha neuze e tistro davedomp, *anoaz ha drouk ennan evit bean bet tennet euz e nez.

Me ’c’h a d’am hini dioustu, rag arc’hoaz e vo red diblouzan abred, ha c’hoaz e vo d’en em diluian evit auzan pep tra ’benn koulz an disken.


————