D’ar merc’her, ar bevared a Wengolo. — *Streuvel vraz adalek taer heur. Eun tenn kanol, lausket gant hon lestr evid saludi an Douar Santel, an euz dihunet an holl hag ar veleien o deuz savet prest goude evit ofernian. Me ’lar ma oferen war-dro peder heur hanter. Ec’h on o laret, en ho goude, ma feden a drugare, pa glevan o son eur c’hloc’hik a sko tri daul sklintin hag e santan aoalc’h nan eo ket kloc’h ar *bourz, Pebez levenez a ya neuze ’n em c’halon o sonjal penauz, dre-holl er bed katolik, en Azi koulz hag en Europ, en Jaffa koulz hag en Gwengamp, e ve saludet an Itron Varia d’an *hevelep heur gant kloc’h an Anjelus ! Gwir eo pemp heur Jaffa n’eo ket pemp heur Gwengamp : en Breiz n’eo ket breman en tu-hont da div heur hanter.
Kement-man a digas d’in envor euz eun dra hag a dlejen bean bet komzet anean pell ’zo. Bemde e chanje an heur war al lestr dre ma kerzemp bemde war du Sav-heol.
Eur pennad goude meren, e ræ ar c’houitel-vapeur eur skrijaden ’vit rei da c’hout d’imp pegoulz e vije kreiste d’an heol. Neb a felle d’ean lakat e vontr da