Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

Poan e-bed na zantan ha me ’gav d’in, war-dro deg heur hanter, e c’hellin kemer ha miret eun tamm boed bennag. Diskenn a ran ’ta evit meren hag e kemeran, buhan ha buhan, eur begad bara ha fourmaj. Ha me e-kroec’h dioustu ; rag poull ma c’halon a dalc’h d’ober e benn fall. ’Dal mac’h on arru war ar pont : « Er-mæz, emean, bara ha fourmaj, er-mæz ha prim ! » Fe ! senti a reont outan hag i d’an dour da glask gwelloc’h digemer en kof ar pesked.

Tammo dioute, koulskoude, na gemeront ket euz-eün hent an dour. Mes na chomfont ket pell dindan ma daoulagad. Setu kazi dioustu o kouean warne eur skubelen zikouret d’ober hec’h labour gant eur bannac’hik dour. Nag a labour he deuz hirie, ar skubelen baour ! Aboue ar beure na baouez eur mousik da gas ’nei en-dro : ’benn noz, sur mad, na vo ket enni bleo evit skuban, mes dent evit rac’han.

Kement gwech e tremen a-biou d’in, am me fent hag e krog ennon c’hoant da c’hoarzin.

Goall-glanv ’ta nan on ket, hag hen santout a ran mui-ouz-mui, War-dro div heur hanter, e chakan eun tamm bara am euz laket ’n em godel pan on diskennet d’ar zal-da-dibri evit esaat mernian. Mad-mad hen kavan hag hen miret a ran ar wech-man.

War-dro peder heur, c’hoaz eun tamm all : « Mad adarre, mar chom ! » e sonjan, Fe vad ! chom a ra.

Kriski a ra ma hardians ha, da bemp heur hanter, e lonkan ar skudellad souben dom a zigas d’in eur plac’h, eur vatez eman war he c’harg ar re glanv.

Eur goan skanv, kwita ? N’euz forz, mar he miran, e