war o *dremm ! Kollet-kloz eo gante o liou. ’Vit harz o drouk da vean ken tær, en em astennont ’n o gourve, unan bennag war gadorio lien hir, an darnvuian war blad al leur.
Ha me ’ta daoust petra a rin ’vit pellaat diouzin da vad ar zav-kalon ? N’ouzonn ket kaer pelæc’h e vin ar gwellan. Da gentan e tiskennan d’am c’hambrik evit gourven war ma gwele. Mes a-boan eo d’in bean æt e-barz, ma adstag warnon ar c’hoant da zislonkan. Hen ober a ran, heb poan adarre, ha me war ar pont c’hoaz eur wech, da c’hout ha na gavin ket en ær fresk ha beo peadra d’am farean. Kemer a ran kador hir an Au. Neumager, an euz renket, heñ ive, plegan d’an drouk ha mont da diskwizan war e wele. Heñ a chom eno ’pad an de hag, evelse, ’pad an de ive, e c’hellan-me chom war ar pont, astennet war e gador.