Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/71

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

Pemp enezen-all a ra gant an diou-man, Stromboli ha Vulkano, *stroll al Lipari : hadet int ouz aud hanter-noz ar Sisil ’vel stroll hon Seiz-Enezen a-dal da gerrek Perroz ha Tregastel.

Gellout a reomp *niveri anê o seiz : unan hepken, avad, a welomp a-dost, an hini a daul tan.

Gwir eo, er mare-man, etre pemp ha seiz heur (koan a zo bet dilerc’het hirie evit ober plijadur d’ar zellerien), er mare-man na zav euz forn ar Stromboli na tan na fulen ; teul a ra hepken moged gwenn-kan, a chom pell da zac’han a-uz d’ar mene, hag a ra d’ean ’vel eur pikol pez koeff. Ken e vefomp o hadtremen, ’n eur zistrei d’ar gær, ne welfomp ket anean o flaminan.

Koulskoude na skwizomp ket o sellet ’trezek d’ean. Dre ma tostaomp, e taulomp ple d’eun dra bennag a neve. N’eo ket koadek an enezen : koulskoude e larfe an nen e vefe warni eur gwisk glazur. Du-hont, dreist-holl, war-du ar c’huz-heol, eo goloet an douar a we bihan hag a zo, marvad, gwe freuz. Eur bodad tier gwenn, eman an heol o paran warnean, a zav seder en o c’hreiz ; me ’gred eo homan kæriaden Sant-Bartolo.

Pegen dishenvel euz an tu-ze eo tu an hanter-noz, da vihanan eul loden anean ! Noaz-pilh ec’h eo ! Koulskoude, biskoaz tra na weliz da dalvout muioc’h ar boan da vean sellet. Heman eo tu toull-diskarg ar mene-tan. Euz ribl ar mor e sav sonn eun dachen douar ; *tizout a ra bete geno ar forn, a zo war veg ar mene, tost da bemp kant metr a-uz d’an dour. Gellout a ra kaout kement-all a ledander. Ancho e-leiz, darn moan, darn ledan ha don, a disken an eil a-genver egile : henvel int