Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

Piou ? An diaoul e-unan. Da c’hout eo d’imp ha bean ’man an ifern e-kreiz an douar ; mes, a dra-sur, bean ’zo eno tan braz. Ar meneio a daul tan du-man ha du-hont, a zo evel siminalo, lezet distouf gant an Au. Doue, p’an euz yenaet hon flaneden, evit ma hellje dont er-mæz dre eno flamm, moged, soufr berv ha bep sort treo *teuzet ; anez-ze e vije ar c’hreno-douar kalz stankoc’h evit nan int.

En Bro-C’hall na n’euz mene-tan e-bed hag a ve beo ; mes bet ’zo meur a hini, gwech-all goz, ’barz an Alvern. Breman int maro ha stoufet o zoullo.

En Itali e zo c’hoaz tri o teul tan : ar Vezuv, tost da Napl, an Etna, ’barz ar Sisil, hag ar Stromboli.

’Kichen heman e zo bet eur wech bennag eun all, ’barz eun enezen vihan a hanver hirie Vulkano. Forn heman, herve kreden ar baganed, a dalvee da govel da Vulkan, eur fals-doue hag a dremene evit labourat an houarn : heñ, endeün, an euz roet e hano, an hano a volkan, d’an holl veneio tanek.