Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —



Ar C’horsik

Piou eo ’n dud kri-ze m’o lazin :
Krog eo ma goad Kors da virvin.

Al lestr

An dud-ze ’zo tud dizoue,
A glask lazan enni ar fe.

Ar C’horsik

Doue a drec’ho warne holl :
Nan ey ket ma bro ger da goll.

Al lestr

’Vit trec’hi hec’h enebourien,
E fell d’ei dreist-holl ar beden.

Ar C’horsik

Nij neuze, gant da iskili,
Ha kas tud du-hont da bedi.

Al lestr

Ped wardro gante a galon,
A spered heuilh lestr da Itron.



Skrivet ganin ma gwerz, e c’houvean ’nei rez-mad dre envor ha ma flijadur eo mouskanan ’nei war ar pont. E skeud-ze da vihanan, e tremen buhan ar beurevez evidon. A-hent-all netra da welet ; tamm douar e-bed diragomp nag a-dost nag a-bell ; netra da glevet, nemet ar prezegenno hag ar chapelet.


————