Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —



Ar C’horsik

Me ’wel ganac’h tud a beden :
Na pelæc’h it-hu d’o dougen ?

Al lestr

Da Jeruzalem o c’hasan,
D’eun douar euz ar zantelan.

Ar C’horsik

Pe sort mouez ’zo deut d’o gervel,
Pa fell d’ê mont warnoc’h ken pell ?

Al lestr

Mouez Frans, o mam-vro vinniget ;
Ar vouez-ze he deuz o gelvet.

Ar C’horsik

’Viti petra ’deuz da c’houlen,
Pa vefont du-hont, ’n o feden ?

Al lestr

Goulen ’reint ma vo frealzet,
Rag gant ar boan ec’h eo bec’hiet.

Ar C’horsik

Mar ’n em gav Frans, ma mamm, en poan,
Me ’zo glac’haret ma-unan.

Al lestr

Goasket eo : gwelet ’m euz enni
He c’halon goasket gand tud kri.