Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

Eus departamant ar Finister, e kavan ive unan-bennag a ro d’in hanoio ar re-all. Deut ec’h int nao belek : An Autrone Corre, kure en Sant-Lois, Brest ; Danielou, kure an Itron-Varia-Rekouvrans, Brest ive ; Fagot, euz Kastel-Paul ; Gevel, kure en Ploumoger ; Herry, kelenner en kolaj Kastel-Paul ; Kerjean, person Lampaul ; Ar Jollek, kure en Rekouvrans, ha Penven, kure en Sant-Melen Montroulez. An Au. Lamour, person Konk, a dleje bean bet hanvet da gentan, pac’h eo heñ dean ar belerined vreton. Mes bean ’m euz, siouaz ! da laret an euz græt dija ar belek santel-man pelerinaj ar bed-all. Maro eo aboue miz kerdu 1901. Mar n’eman ket c’hoaz e ine e Jeruzalem an neñvo, ra vo kaset di gant hon fedenno !

Euz ar Morbihan den e-bed.

Euz Il-ha-Vilen, c’houæc’h belek ; mes, o vean n’ouzont ket a vrezonok ha n’hellfont ket lenn ’pez a skrivan aman, na dalv ket ar boan d’in laket aman o hanoio.

P’am o laret e zo ganimp eur pelerin hepken euz eskopti Naonet, am o roet da c’hout d’am lennerien ped ec’h omp euz Breiz ; Pevarzek euz Breiz-Izel hag eiz euz Breiz-Uhel. ’Vel ma weler, eman adarre al lore gant an hini gentan.

Ya, mar na ve *niveret nemet ar belerined, hag aman e tleomp dreist-holl sellet ouz ze.

Mes bean ’zo war an Itron-Varia-Zilvidigez Bretoned-all a zo bet gopraet gant Tado an Asomption evit labourat warni, evel bageerien ; c’houæc’h pe zeiz emeint hag holl euz Breiz-Uhel. Ar c’hommandant, an Au. Pillart, a zo euz Sant-Jakut-ar-Mor, hag ar re-all, martoloded pe voused, a zo euz bro Sant-Malo pe euz koste Naoned.