Ar belerined a zo anê daou c’hant ha pevar-ugent. Pautred holl avad, ’pez na n’euz ket bet gwelet c’hoaz bete vreman. Kement *strollad o deus kaset Tado an Assomption d’an Douar Santel aboue ugent ’la zo, e vije enne kalz a verc’hed. Mes, ar wech-man, an eus fellet d’ê kemer pautred hepken, o vean m’o doa c’hoant da oestlan Franz da Galon Jezus ’vid au ugentved kantved. Stad-vraz ’zo en hon renerien o welet pegen æzet ec’h omp da gas ha pegen braz eo hon devosion : setu perag e laront dija na vo ket heman, mar be bolante Doue, an divezan deuz ar pelerinajo pautred.
Gwir eo e sentomp evel deñved, hag e pedomp gant fe ar gristenien gentan. Evel ar re-man ive e vevomp evel breudeur an eil gant egile. N’euz forz gant piou e tigoue d’in kauzeal, e santan dioustu e ro d’in e galon hag e roan d’ean ma hini.
Emichans, ar re ’zo deuz ar memez bro en em glask da gentan. Breman hepken e teuan da c’houd ec’h omp war ar vatimant ouspenn pemp deus Kost-an-Nord : unan ’zo ha n’am eus ket c’hoaz komzet dioutan : an Au. Jan Voris, deus Loudeak.