ar weladen a reaz aman an Itron Varia d’he c’hinitervez santez Elizabet. Hag epad ma kanan, e nij adarre ma spered da Wengamp : n’ankouaan ket eo gouel ar Weladen a rer en Iliz-veur an Itron Varia Wir-Zikour de he fardon braz, ar zadorn kentan a viz gouelen. Mont a ra zoken betek ilizik Lanrodek, læc’h e pardoner ive, eiz de goude, en enor d’ar Weladen Zantel.
Etre diou iliz Ain-Karim e kaver Feunteun ar Werc’hez, eun hano hag a zigas sonj euz ar chomaj a dri miz a reaz aman an Itron Varia.
’Vit rei dour frank ha dour rig, n’euz ket er vro eur feunteun re da homan. ’Leiz a verc’hed a zo boded endro d’ei, darn anê goullou o fodo, darn all karget o re a zour ha sammet gante war o fenn, evit distrei d’ar gær. Na laran ket, avad, e kemeront dioustu hent ar gær. Bet sonj e teuer aman n’eo ket hepken ’vit kerc’hat dour, mes ive ’vit en em welet hag ober eur gauzeaden. Marvad a rer aman an eil da zikour eben, ’pez a rer en Breiz-Izel e-tal ar oaz pe ouz toull ar forn. Ar bautred i o unan, mar geo fæ gante dougen ar bec’h dour, na gavont ket fæuz dont aman da blapenni gant Mari Laten. C’hwel aze daou pe dri en o c’hoaze, harpet o c’hein ouz eur post a doug bolz ar feunteun. Darn all, na reont ’met tremen, a chom ’n o zav eur pennadik ouz ar vardel, kement ha kaout tu da laret pe da glevet eun draik bennak. I na reont van e-bed diouzimp, daoust d’imp da zellet oute. Setu aman, avad, eur bagad kanfardet a zo ’vel chas oc’h eskinat anomp : « Bagchich ! » ’me unan ; « kartenno post ! » eme eun all. N’omp ket ’vit kas anê da stoupa. Prestik aoalc’h na rofent ket amzer d’imp