Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 318 —

Ha mar gomze an tad evelse deuz e vugel, n’eo ket dre lorc’h : kredin a ræ e oa deut er bed ar Zalver a oat o c’hortoz aboue pevar mil vla ha ne oa Yanik nemet e bautr-a-rauk.

Bras dispar e oa al levenez a gargaz neuze kalono an dud a glevaz an *hevelep komzo : n’halle ket dudiusoc’h neventi bean digaset d’ê.

Hirie zoken, goude ’zo naontek kant vla ’boue ganedigez zant Yan Vadezour, e kemeromp lod en o joa pa *verzomp eur gouel en enor d’ei, ar bevared war-nugent a viz Even. Ha setu deut da wir ’pez a lare an æl Gabriel da Zakari ’barz an Templ : « Eur bern tud a vo laket stad enne gant ganedigez ar bugel-ze. »


————


VIII


Aïn-Karim, Gwengamp ha Lanrodek. — Dour frank ! — Distro eo pautred Jeriko.


N’am euz ket ezom da laret, neuze, eo eun dudi evidomp hon fevar, pelerined deut a bell-bro, enori sant Yan, el læc’h m’eo bet ganet. Ya, gant joa vraz e kanomp ar Benedictus en unan euz an diou Iliz a gaver hirie en Aïn-Karim.

En eben, gant hon holl c’halon ive, e kanomp ar Magnificat, evit lakat donoc’h en hon c’hreiz ar zonj euz