Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 298 —

Ober a rer d’imp eun digemer kalonek gant Tado Itron-Varia-Sion. O hano a ro da c’hout ec’h int breuder da leanezed Itron-Varia-Sion hon deuz gwelet en Jeruzalem ouz goarek an « Ecce homo. » Hag, evit gwir, ar memes Tad saver o deuz : an Tad Mari-Alfons de Ratisbonne.

Aboue ar blavez 1873 an euz savet, pe da vihanan an eus kroget da zevel an ti-man, evit deski beb a vicher da grennardet kristen ar vro. Breman emeint aman eun triugent bennag.

Ha mont mad ’ra ar bed gante : ouspenn ma roer d’o speret diskadurez, en gallek hag en Arabek, e ve stummet o c’horf ouz al labour. Eur muzik o deuz ive hag a deu en kær da c’hoari pa ve goulet.

C’hoaz e vije gwelloc’h ar bed gant skol-vicherio Sant-Per, mar gallje bean peurc’hræt. An aluzenno, ’vit-se, a renker gortoz.

Eun draik bennag a roomp d’an Tado, ha prenan ’reomp bep sort treigo, bet kizellet gant ar vicherourien yaouank. Neuze, goude bean kemeret sirop, pe gafe-tom, … pe netra, e kemeromp hent Jeruzalem.

A-dreuz d’eur c’harter neve zavet e tremenomp, ha ’benn 7 h, ec’h omp en hon hostaliri, ha ni *divi, evidon-me bepred.


————