Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/315

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 297 —

hon Zalver. Homan en em gave, herve ’larer, ’læc’h eman breman auter-veur an iliz.

Ar gouent man a stummer enni *kloer an iliz Gresian, da vihanan ar gloareged a dle divezatoc’h bean beleien er c’hærio : ar re-man a studi mad aoalc’h hag a dap eun deskadurez vrao. Ar re all, avad, ar re a dle labourat er parroujo war ar mæz, na vo ket sellet berr ’rauk belegi anê : goulet ’ve digante eun tamm liou skiant, ha netra ken. Na vo ket braz dre ze ar vad a refont endro d’ê.

Aliez e vo troet kein d’ê gant o c’hristenien, mar digoue d’ar gristenien-ze klevet ha gwelet ar veleien gatolik.

Ar re-man koulskoude na reont ket brezel d’ar C’hresianed : evit senti ouz an Tad Santel Leon XIII, e klaskont en em ober gante euz o gwellan evit laket n’ê d’en em domman mui ouz mui ouz ar gwir Iliz.

Meur a zistro a weler, a drugare Doue : ra vezint c’hoaz stankoc’h, ha ra vezo dastumet holl vugale Jezus-Krist en eur bagad, dindan ar memes pastor !

Eus *kloerdi ar Groaz-Zantel da skol-vicherio Sant-Per n’euz ket ouspenn eur c’hart-heur kerzet, ha c’hoaz, ’vit troc’han berroc’h, ec’h eomp da heuilh Mousa a-dreuz parko.

Tostaat ’ra an abarde pac’h arruomp : ’benn breman eo distag ar ganfarded euz o labour. Ar bautred vihan a c’hoari gant kanetenno, hag ar re vraz a welomp o

frinkal hag o redek warlerc’h eun evn-paper[1].

  1. En gallek : cerf-volant.