Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 289 —

Aboue ec’h a bemde war furât : mui ouz mui ec’h eo karet gant al leanezed ha gant e gonsorted.

E skiant ive na baouez da greski. ’Vit skrivan n’an euz ket e bar. Pa wel anomp oc’h arruout, en em lak ’n e goaze war eun daul, e tap gant bizied an troad deo eun daulennik men glaz, hag e harp ’nei war e droad kle. Neuze e lak eur vazik du, moanaet euz ar beg, etre biz meud hag eil biz e droad deo, hag heñ da skrivan, ken brao ’vel ma raje eur mestr-skol, ar girio gallek-man : « Bonjour, les pèlerins français. » Da gentan e chomomp holl estlammet o welet kement-se, ha goude, hep bean ’n em glevet, ec’h a hon dorn d’hon godel da glask eur bakchij ’vit ar skrivanier bihan ha ’vit ar grennarded all.

Kement a stad a zo en hon monsik, ken e stag adarre

9