Pa deuaz war an douar, unek vla ’zo, en Kontantinopl, e kavaz e dad ’nean ken vil ken e kemeraz mez dioutan, ha na lezaz ket diskoel ’nean d’e vamm. En magerez hen lakaz hag hen dalc’haz epad pemp pla. Mes diwar neuze (marvad ’balamour e oa Judev, ha dre ze eur pautr tost ha digalon) na gasaz ken gwennek e-bed d’ar wreg a zave eur paour kæz mons. « Kenavo d’id, neuze ! » emei. Hag ar bugel laket e-mæz he zi.
Ar maro ’oa o c’hedal ’nean, pa oe digemeret gant eur c’hristen a gasaz ’nean d’unan euz konsuled an Europ. Setu, ’vit-se, ar monsik, ’vel pa vije bet eur zamm evite, taulet ha distaulet euz ti eur c’honsul da di eun all, ’euz eur gær d’eur gær all, ken e koueaz etre daouarn ar c’honsul he deuz Frans en Jeruzalem. Heman a bedaz c’hoarezed ar Garante d’e zevel, ha setu penauz en euz, ’benn ar fin, kavet ar bugel eur vamm vad, an hini a rer anei gant an holl en Jeruzalem « Maman Sion ». An hano-ze eo hano « C’hoar Sion », a ren an ti-man aboue m’eo bet savet.
He monsik, ’vel just, eo he bugel ar muian karet, dre m’eo e zoare ar muian truezuz. Gwir eo n’eo ket diæz hen karout : amgraüz eo ’pez a c’heller bean, hag ar galon aour an euz en e greiz. Ha neuze, spered holl eo, *goest da zeski ’pez a gar.
A-boan a zo daou vla ’boue ’c’h eo digoueet aman, ha dija e oar ar gallek. Disket gantan e gatekis, an euz bet c’hoantaed, ’vit ar bla, bean badeet, hag ober e bask kentan. De ouel sant Visant a Baul, an 21ed a viz gouelen, ec’h eo bet roet d’ean sakramant ar Vadeiant, hag an de warlec’h sakramant an Auter.