Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 279 —
hag he dor en em c’hichen. A-ziabarz eo henvel ouz hon re, nemet skeudenno ar Werc’hez hag ar zent a zo holl livet : hini ’bed anê na zo kizellet. An darn vuian anê a zo en tu ’rauk d’an auter, hag en o zouez en em zistag, ’vel en holl ilizo gresian[1] skeuden eun æl, en tu kle, ha skeuden sant Yan Vadezour, gant diou askel, en tu deo.
An auter, avad, gant e zabernakl, n’on ket ’vit he gwelet. Kuzet eo gant *speuren ar skeudenno (ikonostaz), ha difennet eo d’ar zellerien mont d’he *c’hæ.
Dre ze ’pez am euz d’ober breman, eo mont e-mæz, evit adkemer hent Jeruzalem. War droad e tiskennan
di, dre wenojenno meinek an euz poan an nen o kerzet enne. Koulskoude, kaer ’m euz kaout ma hent da zibab,
- ↑ An ilizo russian, a heuilher enne doare kredi ha doare pedi an ilizo gresian.