Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 278 —

gant dour ar Jourden. N’euz d’ober evit se nemet skuilhan eun daken bennag anean ’barz an dour-bade.

Me ma-unan na zistroin ket d’ar gær hep kas ganin eur bannac’hik dioutan. Rak goud a ran na oufen ket ober d’am c’hoar brasoc’h plijadur evit badei gant an dour-ze, en Iliz Kervorc’h[1], ar bugel eman o c’hortoz.

Allo ! mad ! setu ma speret, an ibilh ’zo anean, æt adarre da Vreiz. Koulskoude ma karje bean gant ’pez a ziskoue d’ean ma daoulagad, e kavfe aman, war vene ar Gwe Oliv, peadra d’hen delc’hel a-gær.

Ken aliez a dra a weler ac’han ! Ha laret c’hoaz am ije c’hoant da welet muioc’h ! Ya, duont a dre d’an tosenno, eun neubeudik tostoc’h *eget ar Jourden, en em guz eur gær a vije eun dudi ’vit ma daoulagad kouean warni : kær pe gentoc’h kærik Jeriko.

Mes n’o deuz nemet gortoz eun tammik, hag o defo o *goalc’h. Arc’hoaz, mar be bolante Doue, ec’h efont di — ha me gante. Arc’hoaz e tlean mont di da gousket.


————


VI


Diabarz eun iliz Russian. — Jeruzalem, dindan heol-kreiste, gwelet euz hent Betfaje.


’Rauk disken euz mene ar Gwe Oliv ec’h an d’ober eur weladen d’eun iliz russian, eman he zour aman ’uz d’in,

  1. Eur barrouz eus bro Wengamp.