Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

kinnigan d’an Au. Doue ar zakrifis adorabl. ’Pez a c’houlennan digantan evidon, ’vit ma zud, ’vit ma mignoned ha ’vit ma c’henvroiz Breiz-Izel, eo ar c’hras da bignal ni hon-unan warlerc’h Jezus d’ar Baradoz.

Ar Baradoz-ze, seblantout a ra d’in gwelet ’nean duont e-krec’h pell-pell, en tu all da volz glaz an eñvo, pa zavan ma fenn da vare ar goureo, ha pa heuilhan gant ma daoulagad korf ha goad hon Zalver a dalc’han savet etre ma daouarn.

Ya, braz eo breman ma dudi ; ha c’hoaz me ’gred e vije brasoc’h, ma klevjen kanan epad ma oferen, gant Breiziz a galon, ar c’haeran euz o c’hantiko, Kantik ar Baradoz. Na pe na glevjen nemet ar pevar boz-man, e vije stad ennon.


1.

Pa zellan en eñvo,
Etrezeg ma gwir vro,
Nijal di a garjenn
Evel eur goulmik wenn.

2.

Kerkent ha ma vezo
Torret ma chadenno,
Me ’n em zavo en ær
Evel eun alc’houeder.

3.

Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar gloar ;
Dreist an heol, ar stered,
Me a vezo douget.

4.

Pa vin ’uz d’an douar,
Traouien leun a c’hlac’har,
Neuze me ’rei eur zell
War ma bro Breiz-Izel.


Breiz-lzel, n’am euz ket da dougen goall bell ma zello evit he gwelet ac’han, euz mene ar Gwe Oliv. Aman, hep mont pelloc’h, e kavomp anei hag ouspenn en eul læc’h. Mes gortozomp eun nebeudik kent pleal ganti.


————