Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

pignal d’ar baradoz, n’euz ken iliz e-bed. Diou pe daer a zo bet savet eno : bet int, ’vit-se, diskaret, ha Muzulmis o deuz græt gant ar vein eun templ evit o frofet.

Fe vad, n’eo ket eun dra bennag a gaer. Kelc’hek eo ’vel templ Lanleff[1], mes kalz bihanoc’h. Plas ’zo ebarz marteze ’vit pemp pe c’houæc’h euz hon auterio lem-lak, a zo bet fichet ouz ar voger, tro-a-zro. Ar voger, hi, a zo noaz-pilh.

Mes c’hw’istim penauz eo deut a-benn ar gatoliked da zevel auterio en eul læc’h dizakr evel heman ? ’Toue sur, en damani na zell ket ken berr Mahometiz ouz ar voskeen-man, hag e sellont ouz meur a hini all a zo santeloc’h evite, ’vel hini Omar hag hini El-Aksa. Eur bakchij eun tamm druoc’h, peadra da lardan toull an alc’houe, a zo traoalc’h da lakat an *dioaller da zigeri dor ar porz ha dor ar voskeen.

Roet eo bet d’ean gant renerien ar pelerinaj e werz butun. Setu perag e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen, darn anê diabarz, ha darn all diavæz.

Ouz unan euz ar re ziavæz en em lakan, ha warnan e

  1. Eur barrouzik eus a Vro-Oelo.