Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

tregont troatad a donder. Na ver ket ’vit hen labourat, nemet ’læc’h e ve douraet gant dour ar sterio. E læc’h all, na vout netra nemet eur yeoten dister a ve peuret er goanv gant bagado denved. Na n’euz ket zoken eur boked bruk pe eur bod lan, ’vel en lanneier Breiz-Izel, evit laouennat an daoulagad gant o bleunio. Gween ebed na weler, nemet en daou du d’an hent-houarn. Eno e sav, n’eo ket spern pe akasia, ’vit harz al loened hag an dud da dreuzan al linen, mes gwe sipre a zo uhel ha stank-stank, evit harz ar Mistral da helpenn an trenio.

Souezet oc’h, marvad, o klevet kement-se ; rak, marvad, n’ouzoc’h ket piou eo ar Mistral. An autro-ze ’zo eun avel-yud, a c’houe aliez war douaro Frans a zo tost d’ar mor Kreisdouarek. Dont a ra euz an tu a zo etre an hanter-noz hag ar c’huz-heol, ’vel an avel goalarn a c’houe war Vreiz-Izel, ha henvel aoalc’h eo outi, nemet ec’h eo sec’h ha lemm. Pa ve konnaret, e tifoeltr kement tra a gav war e hent, lojeiz ha gwe.

Tevel a ra breman, a drugare Doue. Sioul eo an amzer ’pez a hall bean, ha brema zouden, pa hon devo peurdreuzed ar maread-man a zouaro noaz ha paour, e lezo anomp da welet pegen skeduz ha pegen pinvik eo Bro-Brovans, pa ve sellet war he zu mad. Plenen ar C’hrau, ec’h omp breman enni, ec’h eo, koulz laret, he zu gin.


————