vad hag e roan o frankiz d’am daoulagad da zellet ha d’am speret da redek. ’Vit ar wech kentan e taulan ple d’ar Rhon, a hedomp pemp heur ’zo : eur ster ledan, a red an dour anei ken buhan, ken e larfe ’n nen e ve konnaret.
C’hoaz e hedomp anei betek Arlez, kaeran kær o defoa gwech all ar Romaned en Bro-Brovans. Mogerio uhel, ha n’int ket c’hoaz peurdispennet, a welomp enni euz an hent-houarn.
Adalek Arlez, e tistagomp diouz ar Rhôn. Heñ a gas e zour ’trezek ar mor, war du ar c’hreiste, kemeret gantan stum eur forc’h daouvizek ; rak daou wele an euz breman, a hanver anê ar Rhôn beo hag ar Rhôn maro.
Ni a dro ’trezek ar zav-heol evit tapout Marseilh dre an hent-houarn. Mes da c’hortoz, pebez bro, ma Jezuz ! Biskoaz ken trist n’em euz gwelet ! Plad-plad eo, ha goloet a vein bihan, a zo bet digaset aboue pell amzer gant ar Rhôn hag an Durans (ar ster-man hon deuz treuzet goude Avignon). Ar vein munud-se a ra aman d’an douar ’vel eur gwiskad, an euz d’an neubeutan