Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/25

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

moc’h e tro ar rojo, hag eur wech hadkavet ganimp ar sklerijen, e welomp o tremen dirag hon daoulagad, gant *herr al luc’hed, rec’hel garo euz eun tu ha toullo don-don euz an tu-all. Nijal a reomp, koulz laret, a-uz da draouien an Ouch. Amzer hag amzer, ’vel eur go du a vefe tro-ha-tro lonket ha dislonket gant e doull, hon marc’h du, ha ni d’e heul, a zeblant ive bean lonket ha dislonket gant an tunnelo e tremen enne. Poncho doug-hent, uhel spontuz, a dreuzomp ive eleiz, Ha gant eun drouz, ma Doue ! eun drouz kurun ! Evel bouzaret omp ha ’vel mezevennet epad eun hanter heur, ken o teu an tren da gaout skoilh en gar Dijon.


————



V


Dijon. — En kalon ar Gost-Aour. — Lyon. ’Hed ar Rhon.


Dijon eo kær-benn departamant ar Gost-Aour. Enor dister eviti, goude bean bet gwech-all kær-benn an duked a Vourgogn !

Hirie c’hoaz koulskoude e zo enni kalz a vue hag a finv : mentek eo a damdost evel Roaon.

Na ’m euz ket amzer, ’vit-se, dont d’he gwelet. A-boan eo d’in kaout amzer da gemer eun tamm boed en ti-debr ar gar. Eur bern beajourien en em doug eno.