Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


IV


War zav bepred : bec’h d’ei — Kein Frans. Disken d’ar Pimperlamp.


Koulskoude ma speret hepken an euz græt ar poz-ze. Ma c’horf an euz dalc’het da vont war-rauk, jechet gant ar marc’h-tan. Ar paour kæz marc’h ! Krog on breman da gaout true outan. Dic’houean ’ra ’vel pa ’n ije ar berr-alan.

Setu, ’vit-se, epad eman oc’h ehanan en eur garik, sklerijen ar golo o kouean warnomp euz kroec’h. Ha nan eo ket noz c’hoaz koulskoude. Daoust ’ta petra a zo ? Na vin ket pell hep hen gout. Kazi dioustu goude, e tevala an treo endro d’imp evel pa vije noz du-dall ; eun drouz spontuz a ra ar rojo, ha moged, eur moged fleriuz, a deuje da gargan hon *c’hombot, panevert e serromp kloz ar prenestro gwer.

Ec’h omp ’barz eun toull hir, bolzet euz kroec’h, a zo bet kleuzet dindan mene ar Gost-Aour, evit lakat an hent-houarn d’hen treuzi. Tunnel Blaisy a ve græt euz heman en gallek, abalamour d’ar gærik vihan a zo war lein an toull. Eul leo a hed an euz. Er c’hreiz en em gav ar c’hein a ra an dispari etre an dour a red ’trezek mor ar Manch, dre ster ar Sên, hag an dour ac’h a da gouean er mor Kreizdouarek dre ster ar Rhon. Santout a reomp pegoulz eo krog an disken : kalz pri-