Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

na vije ket c’hoaz goall dishanav evite. An eiz gween oliv a zo enni, a zo bet testio, herve ’larer, da dorfet Judaz. Ha hep poan hen kredomp : rak seblantout a reont bean koz-koz. Petra bennag ar ween oliv a c’heller yaouankat anei keit hag a garer : ’vit se n’euz netra d’ober nemet dibennan nei ; ar c’horf a chom bepred sap ennan ; teñvât a ra zoken, ha dont a ra dioutan, ’vel deuz eur vammen, taulio neve a deu d’o zro da vean barro. Setu perak, ’vit tapout d’ober an dro da zarn euz gwe oliv Jetsemani, eo red kât eur gorden a bemp troatad war-nugent. ’Vite da vean berr a gorf, n’o dije ket gellet koulskoude chom ’n o zav o-unan, gant a goz ec’h int. ’Pez a gleuz a oa ’n o c’hreiz, ’pez a c’houllou a oa etre o izili (rak larout ’rafe ’nen o dije divræc’h ha diouhar) a zo bet leuniet a vasoniaj : skoaziet eo ar barro gant ar vein en hevelep doare ma seblantont bean dioanet dioute.

Eun dra c’hoaz a zikour anomp da gredi ec’h eo koz *iskiz ar gwe-man ; an *aket a laker d’o ’mirout. Aboue pemp kant vla ’zo, m’eman ar Fransiskaned o tioall anê, n’euz bet græt d’ê gaou e-bed. Na lez ar venec’h den da dostat d’ê, aon gante na deufe ar belerined da ziwiskan ’nê tamm ha tamm gant o c’hontel. N’hellomp ket zoken tapout dioute eun disteran delien. Eur gwiad neud orjal a harz anomp da zevel hon daouarn beteg an delio, hag er memez amzer a digemer ’nê pa goueont o-unan. Staget ’vent goude war baper, ha setu peadra da rei d’ar belerined a fell d’ê delc’hel sonj euz Jetsemani. Ouz moger al liorz, en tu diabarz, a zo fichet pevarzek taulen evit ober hent ar groaz : gellout a ret