Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —

vouez uhel, mes e bedenno a zeblant bean klemmo. Eur bakchij a roomp d’ean, hag en goetur dioustu.


————
XVI


’Kichen Jetsemani : be ar Werc’hez. — Kann etre Armeniad ha Gresian.


Ugent munuten goude, e pozomp e-biou da Jetsemani, a zo ouz troad mene ar Gwe Oliv, ’læc’h e kroger da zevel pa deuer euz a Jeruzalem : ’stok da gær.

E-traou deuz ar oetur adarre, ’vit mont da welet al liorz en em dennaz Jezuz enni goude e goan divezan, ar gleuzen vein a zo bet test d’e agoni, ha be e Vamm Zantel.

Be ar Werc’hez en em gav tost d’ar Sedron, er penn-kroec’h euz traouien ar berejo, traouien Jozafat. Mervel a reaz, ’vel m’hon deuz gwelet, war ar mene Sion : mes aman e oa bet douaret he c’horf sakr. Eur gaer a iliz, savet ha had-savet meur a wech, a zo war he be, eur be goullou, ’vel hini hon Zalver. Rak, hen gout a ret, korf an Itron Varia na chomaz ket ennan da vreinan. Goude bean bet en douar epad tri de, e teuaz æled, a-beurz Doue, d’hen tennan ac’hane, ha d’hen sevel, leun a vue, d’ar baradoz. An Assomption a rer deuz ar