Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

tel, mes ive d’ar veleien a deuio war o lerc’h ; rak ar zakrifis adorabl a fell d’ean bean kinniget da Zoue, n’eo ket hepken epad bue an ebestel, mes epad bue an Iliz Zantel, da laret eo beteg fin ar bed.

A-boan e oa da Judaz bean debret Korf sakr ha bean evet Goad sakr e Vestr, mac’h eaz an diaoul ennan. Jezuz, a ouie petra an evoa laket en e benn ober, a laraz d’ean neuze : « Gret buhan ’pez ho peuz c’hoant d’ober. » Ha kerkent ec’h eaz an treitour e-mæz evit peurachui e dorfet.

Jezuz neuze, ’n eur gimiadi ouz e ebestel, a lavaraz d’ê, ’vit o frealzi, e teujent divezatoc’h d’al læc’h ma oa heñ o font di. « Perak, eme Per, n’hallfen ket mont di dioustu ? Me ’zo prest da rei ma bue evidoc’h, — An noz-man e lauskfet anon, hag ec’h ei pep-hini anoc’h war e du. — Na pa lauskfe ar re all anoc’h, me birviken n’ho lauskin. — Paour kæz Per, en gwirione me hen lar d’ac’h, ’rauk ma nefo kanet ar c’hillok diou wech, an noz-man, c’hwi nefo nac’het anon taer gwech. »

Gwelet hon deuz eo deut da wir komz an Autro.

’N eur zevel deuz taul ha ’n eur vont ’trezek Jetsemani gant e ebestel, e reaz Jezus d’ê eur brezegen euz ar c’haeran hag an teneran : skrivet eo bet penn da benn gant sant Yan en e aviel. Diou pe daer gomz hepken diouti a lakin aman, « ’N eur gimiadi ouzoc’h, eme Jezuz, e roan d’ac’h eur gourc’hemen neve ; ’n em garet en eil egile ’vel am euz karet anoc’h me ma-unan. Dre ar garante a dougfet an eil d’egile e vefet anaveet ’vit ma diskibien. Arabad eo d’ac’h bean nec’het mar gan breman d’ho kwitât. Mont a ran da