bred-pask eun de abretoc’h, ’balamour e ouie aoalc’h e vije maro ’benn ar gwener d’an noz. Peurdebret an Oan, e oalc’haz d’e dud o zreid, heñ e-unan, c’hoant gantan da ziskoel d’ê o dije int ive d’en em izelaat evit serviji o nesan, ha da ziski d’ê pegen gwenn ha pegen glan e tlee o c’halon bean ’vit kemer ar pred burzuduz ac’h æ breman da *danzen d’ê.
Goude ar goalc’h treid, en em adlak Jezuz ouz taul, gant e ebestel, ’vit rei d’ê ha d’an holl dud ar merk brasan euz e garante. Kemeret ha binniget gantan bara hep goell, e torr anean a dammo (er vro-man na ve ket troc’het ar bara : na ve ket græt gantan torzo teo, mes gachenno tanau), ha, goude hen bean torret, e ro eun tamm da bep-hini euz an daouzek abostol, ’n eur laret d’ê : « Kemeret ha debret holl deuz an dra-man, rak an dra-man eo ma c’horf a vo laket d’ar maro evidoc’h. » Dre ar c’homzo-ze e chench hon Zalver ar bara en e gorf sakr.
Goude ze e kemer eur c’hali, e oa gwin ennan. Hen binnigan a ra ive, ha neuze hen ro da evan d’e ebestel, ’n eul laret : « Evet holl deuz an dra-man, rak an dra-man eo ma goad, goad an alians neve, a vo skuilhet evidoc’h hag evit ’leiz a dud, abalamour d’ac’h ha d’ê da gaout pardon ar pec’hejo. Gret kement-man c’hwi hoc’h-unan evit delc’hel sonj ac’hanon. » Ha dre ar c’homzo-man e teu ar gwin da vean chenchet en goad hon Zalver.
Dre ar re divezan zoken : « Gret kement-man c’hwi hoc’h-unan » e ro galloud d’an ebestel da gonzakri i o-unan e Gorf hag e Oad, ha n’eo ket hepken d’an ebes-