Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

doktored eveldoc’h-hu, e belæc’h eo hennez, an hini an euz digoret d’in ma daoulagad, Me ’gav ganin, ma na deuje ket abeurz Doue, n’hallje ket digeri daoulagad eun den ganet dall ! »

Komzo ar pautr a lakaz konnar en kalon ar farizianed, hag e tauljont anean e-mæz o zi.

Eun nebeud goude, Jezuz hen kav war an hent hag a c’houl digantan : « Te a gred en Mab Doue ? — Piou eo hennez, Autro, ma kredin ennan ? — Gwelet a rez anean, ’me Jezuz. Heñ eo an hini a gomz ouzit. »

Raktal Sidoan a stouaz beteg an douar d’adori Jezuz. Mar vije bet eün spered ar farizianed evel e hini, e vijent deut i o-unan da gredi en Jezuz : mes bean ’oant deuz an dud na gredouint gwech ebed, daoust pebez burzudo a vo græt dirake : n’euz ket goasoc’h dall ’vit an hini na c’houl ket gwelet.

Kontan ’rer e teuaz Sidoan divezatoc’h da Vro-C’hall, hag e renaz, evel eskop, kær a Aix, kær-benn ar Brovans. Tost d’eno a virer e relego.

E-tuont da bisin Siloe, d’ar gakousiri ha da verejo Jozafat, a weler diwar lein ar mene Sion, kalz a dreo hag a c’hallfen komz dioute, ’vel Hakeldama pe Bark ar poder, ’læc’h en em grougaz Judaz an treitour. Mes pell aoalc’h, kwita ? lennerien ger, ec’h omp bet skoilhet aman. Ha neuze, n’hon deuz ket gwelet ’c’hoaz euz a-dost ’pez a zo aman a dalvoudusan. N’omp ket bet c’hoaz ’barz ar voskeen a zo breman ’læc’h ma oa gwech-all ar Senakl.


————