Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

gant ar bobl evel Doue, na zoken evel eun den Doue, ec’h eaz drouk enne pa glevchont kement-se. C’hoant gante da nac’h ar burzud, e rejont eun enklask euz ar pizan hag e tigorjont eur prosez. Meur a hini a lare :

« An den-ze na zeu ket a-beurz Doue, pan eo gwir na vir ket ar zadorn a zo gouel berz evidomp-ni. » — « Koulskoude, e responte darn all, eun den hag a ra burzudo evel heman, n’hall ket bean eun den fall. »

Setu e sav bec’h etreze. Lod a lar na oe bet marteze biskoaz dall ar pautr-se. « Gwell eo d’imp, emezint, goulen ze gant e dud. » Gelvel a rejont ’ta dirake e dad hag e vamm. Ar re-man, gant aoun deuz ar farizianed, a glaskaz digareo da respont :

« Ya, hennez eo, en gwirione, hon map ; ha ganet eo dall evel ma oa bremaik. Mes, evit laret d’ac’h penauz eo deut d’ean ar gweled, ze na ouzomp ket. Goulet digantan : noad aoalc’h an euz da respont. »

Ar farizianed a c’houlaz c’hoaz gantan eur wech : « An den-ze (da laret eo Jezus), daoust ha n’eo ket eur pec’her braz ? » Ar pautr a respont : « N’ouvean ket ha bean ’c’h eo pec’her. Eun dra hepken a ouzonn : me ’oa dall arauk, ha breman me ’wel ervad. » — « Mes penauz an euz digoret d’id da daoulagad ? » — « Laret am euz d’ac’h. Perak goulen ganin diou wech ar memez tra ? Daoust ha c’hoant ho pe da vean ive diskibien da Jezuz ? »

Mont gant Jezuz ha senti outan ! oh ! nan. Na oant ket a-du da ze. A-bell ac’hane. Neuze en em lakont da c’hrozmoli ha da vallozi warnan.

« Eun drue eo, evelkent, emean, mar na oar ket