Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —


II


Eur bale ’vit anaveout hent ar Groaz — *Goarek ha kouent an « Ecce Homo ». — Harao da Bilat !


E læc’h distrei d’ar gær ec’h eomp d’ober eur bale en kær ’vit gwelet dre belæc’h e tremenfomp emberr ’n eur ober hent ar groaz. Ar ru ’zo enk ha war disken ; a-wejo zoken e zo enni pazenno ledan. Goude bean græt eur gildroen pe diou, e tremen a-biou d’ar chapel savet war al læc’h e kavaz Jezuz ennan santez Veronikan hag e lezaz anei da dic’houezi e dal gant eul lien. D’ar C’hresianed-unanet eo ar chapel-ze, da laret eo d’ar C’hresianed katolik a zo leun a doujans eveldomp e-keñver an Tad santel ar Pab. O c’hreden a zo henvel-tre ouz hon hini ; o doare da bedi, avad, a zo dishenvel. Ar *yez gresian a impliont e læc’h al latin hag o ofiso a zo hirroc’h ha muioc’h *liduz evit hon re. Leon trizek, ar pab a zo breman o ren[1] , an euz græt kalz evit sikour anê en o faourante ha rei d’ê kalon da labourat evit ar gwir Iliz. O beleien a zo gwisked evel ar veleien c’hresian dizunanet, nemet o bonnet hir ha reut a zo rond, e læc’h kaout pevar gorn ; *peuz-henvel eo ouz hini an dud a lezen

en hon bro.

  1. Maro eo ’boue an 21ed a viz gouelen 1903. Doue d’hen pardono ! Roet eo bet e garg d’an Tad santel Pi dek. Doue d’hen miro !