Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

Hirie, evelkent, d’eiz heur hanter, eo lausket ar Be ganimp hag e teuomp da ganan warnan an oferen bred. Na welomp ket ar belek hag e daou heulier, pa ’maint dindan ar chapelik a c’holo ar Be. Eur c’hloc’h bihan a ro d’imp da c’hout pegoulz e tleomp stagan ha pegoulz paouez da ganan. Mont kaer ’ra ar c’han en-dro, kaset gant daou euz hon Zado yaouank ha harpet gant ogro Sant Franseziz : leuniet eo an iliz gant hon mouezio, eviti da vean mentek. Ha kement-se a dle bean : tri c’hant mouez pautr ec’h int, c’hoant d’ê da zihuni an iliz goz.

Eur wech peurc’hræt an oferen, e welan lac’han ar goloio gant eun avelouer a c’hiz neve : o vean ma tevont war gantolorio uhel-uhel, ec’h a ar zakrist d’o c’hæ gant eur c’hlasten hir a zo stag ouz he fenn eur blokad ’delio palmez ; pa ra d’ei eun hejaden, e pleg he fenn ’n eur ober avel ha setu ar golo lac’het.

’Rauk dont kwit euz an iliz, e tremenomp dre eur chapelik kloz e ve ar venec’h enni pa laront o ofis hag e pokomp hini a hini d’eur men a zo eun tamm euz pilher ar skourjeadek. Ar pilher-ze a oa en palez Pilat hag a oa bet staget hon Salver outan ’vit bean skoet a daulio skourje gant soudarded. Strinkan ’reaz neuze ar goad divin hag, a dra zur, e vanaz eun daken bennak stag ouz ar men ec’h omp o poked d’ean. Gant pebez doujanz eta e stokomp outan hon muzello hag ive gant pebez karante ’vit hon Salver ha pebez keu d’hon fec’hejo !


————