Er c’harter-man e zo bet savet leiz a dier gante ha gant diavezidi : Fransizien, Saozon ha, dreist-holl, Russianed hag Alemaned. Ennan en em gav an darnvuian euz skolio hag hospitalio an Europeaned. Deut eo da vean ken braz ken an euz *autreet impalaer Konstantinopl toullan en mogerio Jeruzalem eun nor neve ’vit espern d’an dud a zo o chom ennan ar boan da glask an dro dre dor Jaffa (tu ar c’huz-heol) pe dre dor Damaz (tu an hanter-noz) evit monet en kær.
Ouz an nor-ze e tigoue d’imp arruout goude bean treuzet ar c’harter kristen, ’n eur distrei euz ar Be Santel d’Itron-Varia-Frans.
A dal d’an Nor Neve, en tu-all d’an hent, eman hon zi-disken. Izelaat a ra an heol hag aman e koue an noz en eun taul, N’am euz, eta, nemet eun dra d’ober : mont d’am c’hambr ha klozan ar prenestr evit na deuio ket ar reo da skornan ’nei ha da hadan enni greun terzien. Arabad eo d’in ankouaat ar pez ec’h omp bet aliet d’ober gant an Au. de Piellat ha gant an Tado.
Ar re all a ra eveldon ive ha neuze ec’h eomp da goan.
Sklerijennet eo ar zal da dibri, ’vel pa vije de, gant ar golo elektrik : eun dra ha na ve kavet neb læc’h en Jeruzalem nemet aman. An Tado o deuz eun « dinamo » pe eur mekanik da gaout ar sort sklerijen-ze. Dre dan e ve kaset en-dro pa ve arru serr-noz. Na chom ket, avad, da ziskwizan war an de, rag neuze ’ve laket da drei eur valerez-vein a ro ar *grouan a ve laket d’ober pri-ra. Ar bleud-mein a dalv evit ar vasounerien træz-mor Jaffa, a goust ker ’benn e ve arru en Jeruzalem.
Evel-se ’c’hall an Tado, gant nebeutoc’h a goust, del-