Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

kant ’la o deuz græt o *c’hefridi ’vel m’eo dleet ; n’eo ket hep poan, avad. Da stourm o deuz bet, n’eo ket hepken enep d’an dud digristen, mes, dreist-holl, eneb d’o breudeur dianket, da laret eo ar venec’h gresian a glask dalc’h-mad laerez d’ê o *gwirio, Meur a wech zoken o deuz bet stourmet beteg ar goad : n’euz forz ! kentoc’h e varvfent evit fazian.

O c’houent a zo braz souezuz, o vean ma zo enni, en tu-hont da lojeiz ar *gloer, skolio ’vit diski d’ar bautred lenn, skrivan ha labourat war bep sort micherio. N’euz nemet eur voullerez en Jeruzalem hag ec’h eo o hini.

En o c’houent eman ive iliz Sant-Salver, eun iliz gaer, neve zavet, a dalve d’iliz-parrouz d’ar gatoliked. Bean ’zo anê war-dro daou vil pemp kant. Hanvet int latined dre ma reont impli euz al latin en ofiso. Eun hano all a ro d’ê ar Vuzulmaned hag ar C’hresianed : an hano a Franked. Setu peadra, ma na vije ket treo all, da harz ankouaat aman o deuz renet tado koz ar Fransizien war ar gær-man ha hadzavet ’nei a-bez : nebeut he deuz chenchet aboue.

E tu-hont d’iliz Sant-Salver, o deuz al Latined aman eun iliz vraz all : hini ar Patriarch (an hano-ze a roer d’arc’heskop Jeruzalem). N’eman ket pell euz eben.

E-barz ar c’harter kristen, e mesk al Latined, e chom ive ar C’hresianed ; eur pemp mil bennag emaint.

Muzulmiz, a zo seiz mil anê, a gaver en eur c’horn all euz kær, war-du ar zav heol. Al loden vrasan anei, en tu ar c’hreiste, n’euz enni nemet Judevien : pemp ha daou-ugent mil, pa gonter ar re a chom e-mæz euz ar mogerio, ’barz ar c’harter neve.