Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

hen kanomp, o vean ma *tere ouzimp e gomzo, dreist-holl ar re gentan ! « ’N em roet em euz d’al *levenez o klevet ec’h æmp da vont ’barz ti an Autro Doue. Setu, o Jeruzalem, eman hon zreid war ho treujo. »

Lammet a ra hon c’halon en hon c’hreiz bep ma tostaomp da El-Kods (ar gær zantel), ha pac’h eo pozet an tren, pa ’c’h omp diskennet dioutan, e stouomp adarre d’an douar hag e pokomp d’ean, daelo en hon daoulagad. Daelo a levenez avad ec’h int. Ha, mar lakomp anê da redek, n’eo ket hepken dre ma c’houzomp ec’h eo santel an douar-man, mes ive dre ma kavomp da danva aman ’vel eur vlaz euz hon bro : kentan tra a glevomp eo ar « Marseillaise ». Oh ! n’eo ket he c’homzo a ganer en enor d’imp ; ar c’homzo-ze, ’vit laret d’ac’h ar wirione, na blijont ket holl d’in-me. Displijout a ra d’in, dreist-holl, klevet yudal « sang impur » ; ton ar c’han a gavan brao, avad. ’Hanta ? an ton-ze eman muzik Bethleem o c’hoari ’nean e-barz ar gar, pa diskennomp ! N’am euz ket ezom da laret eo renet ar zonerien gant leaned : n’euz nemete dre aman hag a c’hellfe diskouel d’imp o c’harante er stum-ze. An dek pautr yaouank a zo breman o c’hoari en hon enor a zo savet en ti beleien Dom Bosko, en Betleem, e læc’h ma tiskont al lezen gristen hag eur vicher. N’euz muzik e-bed en Bethleem nemet o hini, En Jeruzalem ive a zo daou vuzik hepken, hini an Tado Gwenn, a glevfomp unan euz an deio-man, ha hini skol-vicherio Sant-Per.

Hon daouarn a stlapomp and a-greiz kalon an eil ouz egile, ha kargan ’reomp anê da laret d’ar c’hoarierien yaouank evidomp : « Brao ! brao ! Trugare ! »