Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARED PENNAD


————


EN JERUZALEM : KENTAN DEVEZ


————


AR BE SANTEL. — AR C’HALVAR


————


I


’N eur arruout en Jerusalem : luiasen kirri ; redadek


Na chom ket pell traouien ar roz dindan hon daoulagad. Setu ni adkrog da dreuzan eur vro noaz ha meinek. Mont a ra bepred war blenaat hag an hent houarn n’eman ken war zav ; emichanz, ec’h omp tost da Jeruzalem. Epad ma klaskomp gwelet he magorio uhel, e taulomp ple d’eun drapo braz a dri liou, stignet war veg eun tour plad : « Itron Varia Frans ! » eme unan. — « Jeruzalem ! » eme eun all. Hag eur c’haner, kenkent, da stagan gant ar psalm Lætatus sum. A greiz-kalon