azeomp enni gwellan m’hellomp ha diou roenv da skei an dour raktal ha war eun dro. Evit en em glevet, e lausk ar bautred a zo krog enne, hopadenno spontuz. Ha, mar geo mad o c’horzailhen, e tle bean mad ive o bruched hag o divræc’h. Jechan ’reont war o benvek bete c’houezan brein. Eur c’hart leo pe dost a zo da dreuzan ; ’c’hanta, bageal a reont ken buhan ken na lakomp ket kalz en tu-all da bemp munut evit tapout ar *ribl.
’C’h æn d’ankouaat laret perag nan eo ket deut hon lestr da digas ac’hanomp beteg an douar. Na oa ket evit hen ober. Na zo en Jaffa porz e-bed ; eur regennad gorrek a zo a-hed an aud hag a harz al listri braz da dostaat. Eun toull hepken, eun toull moan a zo ’barz ar gouriz mein hag a c’hell ar bago bihan hepken tremen drezan. Me ’oar ervad e vije gallet, ouz ar red, lemel ar c’herrek alese gant tenno poultr ; mes an Turked n’o deuz nag arc’hant, nag ijin aoalc’h d’ober ze.
Da c’hortoz ken e vo græt eur porz-mor en Jaffa, e zo eno kalz a vageerien hag a c’hone o bue o tremen hag o tistremen tud ha marc’hadourez etre an douar hag al listri braz.
Ni a bæ hon re gant eun tamm paper an euz koustet d’imp dek kwennek war al lestr. Int-i, gant diskouel o fapero, a vo pæet diouz ze. Evel-se int harzet da laerez ac’hanomp war ar priz.
Pa o deuz laket o bagik ’stok d’ar *vinz-vein, e tremenont o daouarn dindan hon c’hazel hag e skoaziont ac’hanomp da vont e-mæz. Ha setu ni war an Douar Santel !