Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

henvel ouz eur vodennad merien : martoloded ha *treizerien a ya hag a deu, prez gante. *Dremmo neve ive a welan : pemp pe c’houæc’h Arab o deuz kavet, a-benn breman, an tu da dont war al lestr hag a zo krog da chouketa sammo ponner. Setu ive bagik vihan ar c’hommandant o tont da gas d’imp, eun drapo a dri liou stignet a-uz d’ei.

Bet eo laket er mor ar beure-man, dal m’eo bet taulet an heor, hag æt eo bet enni ar c’hommandant ha medesin al lestr ’vit mont da gerc’hat medesin an Turked : ken ’nefo gwelet heman ha bean ’zo kleñved staguz e-bed war al lestr, n’hellfomp ket disken.

Setu ’nean o tostaat d’imp war ar vagik. Tremen a ra etre ar bago a zo en-dro d’hon lestr, o c’hortoz kemer ac’hanomp, ha neuze e sav war ar *bourz : eun droik hepken a ra, ha dioustu goude, e kroger gant an disken.

O vean ma ’n em gavan ’kichen an toull a droc’h kleud-tro al lestr e keñver ar *vinz, e c’hellan kavout plas ’barz ar vagik kentan, Eun tregont bennag ec’h