Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Pask Loull Vras, 1920.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1
Kontaden Mouez ar Vro


Pask Loull Vras


————


    Unan euz ar C’hontadennou koant kutuilhet war hor meziou, etouez ar c’herreg hag al lann, war ar bagou hag e tal an tan gant Hor c’henvroad gouieziek A. Ar Braz, Kelenner e skol-veur Roazon.


I

Bourc’h Plougonan, lec’h em eus tremenet bloaveziou eürus va bugaleaj, n’eo ket a dra zur eur foeltren tra ; n’eus ket ennan en tu-all da dregont ti, tôlet aman hag a-hont, n’eus fors penôs, tiez marvat ken koz hag ar bed e-unan… N’eo ket da lavaret ’velkent eo Plougonan eur vourgaden netra, divrud ha dizanao. Paperou an ti-kêr a lavar a oa kanton abars ma teuas bourc’h Plouaret da rei lamm d’ezan. N’eo mui breman nemet eur vourgadennig henvel ouz kals reou-all gwir eo ; n’en deus ket, avat, evit-se kollet e holl sked.

Em amzer-me, da vihana, oa c’hoaz brao lavaret e oat eus a Blougonan. Kaout a reat ennan eun noter an otrou Bodour ; eur mestr-skol, an otrou Tynevez ; eur c’hemener, lemm e deod, evel just, Jerom Menguy ; eur c’hereour brudet bras dre ar c’harter, Per-Mari Kubedig. Gellet em bije asten ar roll-ze eus micherourien ha tud vras Plougonan. Hogen, hast am eus d’ho lakât da ober anaoudegez gant daou bôtr brudeta ar barrez, me fell d’in lavaret Milio Keïneg, ar marc’hadour butun, hag Olier Nikolazig, ar zakrist.

Milio a oa bet soudard ha kanolier kenta klas er C’hrime hag en Itali. O veza bet glazet e Solferino e tapas ar vedalen ha… stal ar butun.

Milio a oa eun den laouen, eur farser, eur rimadeller dispar, ha prim e teuas da veza gwelet mat gant Tregeriz. Mont a reat alies da brena butun netra ken nemet evit e glevet o konta marvailhou. An Otrou Person hepken hag an daou gure a oa eun tammig yen outan, « war zigarez, emezan, ne vire ket kaer lezennou an lliz. » Hag e gwirionez, Milio a oa eur c’hristen groz. Bep tro ma tigoueze gant Olier (a reat aliesoc’h Loull Vras anezan), e rea abadennou farsal diwarbenn e vicher.

Penôs en doa tapet Olier Nikolazig an hano iskis se, Loull Vras ?… Setu eno eun hano !… Mes, da ober petra e talefen d’hen displega ? Lavaret a rin d’eoc’h hepken e oa Loull Vras eur skouer evit ar barrez, e oa eun den sec’h, eur peul hir, treut, bleo melen-gwen d’ezan hag eur fri a lavarje an den en doa c’hoant da vont en e c’henou. Lavaromp c’hoaz e oa eun den a zever. Ma tigoueze d’ezan ober gwech ha gwech-all gouel ar voutailh, kredit ac’hanon, n’eo ket hen, Loull, a oa da veza tamallet, e vignon eo, Poezevara, an touller beziou.

Nag a gemm etre Loull hag e wreg ! Môna a oa bihan ha teo, ken teo end-eün ma en doa aon meur a hini e teuje ar c’hroc’hen da faouti[1] war he c’hig !…

An tiegez-se koulskoude a oa urz vat ennan hag a c’helle beza kemeret da skouer gant ar re-all. Môna a zastume en iliz, da zul, arc’hant ar c’hadoriou. Ar pez a c’houneze Môna laket gant ar pez a zastume Loull wardro an iliz a rê d’ezo ren eur vuhez êzet, digoummoul ha dienkrez war an amzer da zont, en ti bihan bleuniet a roz, e penn pella ar vourc’h, stok ouz moger liorz ar presbital.

Evel-se edo an traou pa deuas Milio Keineg, un dizakr ! da ober gwap ouz relijion Loull Vras ha d’hen lakat war eun hent leun a spern. Heman a drec’has, gwir eo, hogen ne zaleas ket, ar paour kêz ! da veza diskaret dindan samm e lore.

II

Edot e sadorn arôk ar Zul Bleuniou. Evel kustumm, pennou bras Plougonan a oa bodet en deiz-se e hostaleri an Aval Aour, « dalc’het — evel ma lavare ar skrid uz d’an nor — gant F. an Aveant ». Kubedig ar c’hereour, a c’hoarie kartou gant e vignon Menguy, ar c’hemener ; Bodour a oa o tomma eur banne dour ; ar mestr skol a oa e gein en tan ha Milio Keïneg a yea hag a deue o c’hlabouzat enep ar c’horaiz[2]

— « Damet, emezan, o sevel e fri warzu an horolaj, daoust ha ne deuio ket Loull Vras d’hon gwelet fete ? Traou a-bouez am eus koulskoude da lavaret d’ezan. Ya, laouen ! »

N’oa ket peurechuet gantan e gomz ha setu Loull vras o tont en ti gant Poezevara oc’h e heul, evel just.

— « Daou chopinad jistr ! » eme an touller beziou.

— « Asa, p’eo gwir e kavan ac’hanout aze, Loull, eme pôtr ar butun, lavar d’in ta perak eman ar greden etouez an dud ez a ar c’hleier da Rom d’ar Yaou-Gambr lid. Me a zo nec’het gant an dra-ze, pôtr paour ! »

— « Mat, ôtrou Keïneg, n’em boa morse tôlet evez ouz kement-se, ha ne ouzon. Koulskoude, ma lavar ar re goz ez a ar c’hleier da Rom, ar c’hleier a ya da Rom, aze n’eus ket da dorta ! »

Eva reas e chopinad hag e kinnigas eur chopinad-all d’an touller-beziou.

— « N’on mui eur bugel, kredabl, eme ar marc’hadour butun, na te ken-nebeut, pe tiaoul ? Ar c’hleier ze a leverer nijet da Rom, daoust ha ne welomp ket anezo bepred en o lojou ? »

— « Gwelet ho peus anezo ! Gwelet ho peus anzezo ! a livirit. Ha ma n’ho peus gwelet nemet o skeud ? »

An eil chopinad a yeas hepdale dre an hent ma oa êt ar c’henta.

— « Eva raïmp eun trede ! » lavaras an touller beziou. Fri Loull a reas eur stou

d’an dol da lavaret ya.

  1. E Treger : rannan.
  2. Treger : ar c’hoaireiz
(Da heuilh)
Pluenzir.