Amâ en ho cortozen, bêleyen sermantet :
Poent eo rêi dêc’h eur guentel ; ma na brofitit qet,
Ar bobl fidel, marteze, a brizo va selaou :
O interest eo gouzout gant piou e mâ ar gaou.
Pa voamp-ni ouz en em glêm ec’h attaqet ar Fe,
C’houi bretante, er c’hontrel, bremâ e divije
Mui a lustr hac a enor, hac e voa’r barados
Digor franc, gant m’ho pije peb-hini eur barros.
Mes avoui a renqit, en ho confusion,
Mar mâ ar schism en Ilis hac ar viç var an tron,
Ne zeus den caus nemedoc’h, hac e fin ar c’habal,
N’en doc’h qet güelloc’h trettet eguet ho preudeur all.
An ignoranç, an ourgouill, ar goall gomportamant
O deus dallet ac’hanoc’h da ober ar sermant.
D’abord oc’h bet regalet, meulet, salariet,
Ha bremàn oc’h miserabl, rebutet gant ar bed.
An dud honest, gant rêson, a deu d’oc’h evita,
An dud fall d’ho pouffoni, goude c’hoas ho trompla,
Hac ho conscianç bemdez a zo ouz ho picat.
Trista desolation ! insupportapla stat !
Ne rit pelloc’h eur c’hlerje, nac eun urz distinguet ;
Ne zouguer d’ho caracter nac enor na respet ;
En un ilis polluet, mar grit fonctionou,
Ne gonfier qet ennoc’h memes ar registrou.
Da annonç hoc’h offiçou ne zon mui ar c’hleyer,
Qer bras eo ar gassoni, qement e tetester
Betec ar fals meuleudi a rentit da Zoue,
Anfin, gant ho soutanen na ellit mui bale.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/76
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —