Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/75

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —


PEMPET GUIRIONE

————


REFUTATION AR VÊLEYEN SERMANTET.

————


Si autem Ecclesiam non audierit, sit tibi sicut et nicus et
Publicanus. Math. 18.

————


Trista generation, va Doue, eo oumâ !
Goëchal, ferm ha courajus, ar gristenien guenta
A yê d’ar verzerenti, qent supporti biqen
Chench an disterra articl eus an doctrin gristen.

Bremàn en e ranverser adal e fondamant,
Ha gouscoude d’e difen nemeur n’en em bresant.
An oll a vev disourci, hep na feiz, na lezen,
Bete ma ello divoal peb-hini e voyen.

Eur bêleg touer benac a lezer c’hoas er vro
Da ober e abostol ha da goll eneou ;
Mes grai evel a garo, sqüiza raer gantàn ;
C’hoant zo da laza ar c’hi, hac er fond e mâ clàn.